
Owen Morgan Edwards
Owen Morgan Edwards a oa un istorour hag ur skrivagner eus Kembre, anavezet evel O. M. Edwards. Ganet e oa bet Owen Edwards e Llanuwchllyn, e Sir Feirionnydd. E-kreiz an XIXᵛᵉᵗ kantved e veze komzet kembraeg gant an holl eno, met er skol e veze graet gant ar Welsh Not da lakaat ar vugale da saoznegañ. Kontet en deus Owen Edwards en e eñvorennoù, e veze lakaet ar Welsh Not en e gerc'henn alies, dre ma komze kembraeg. Goude studioù e skol-veur Aberystwyth, ez eas Owen Edwards da studiañ prederouriezh da skol-veur Glasc'ho, e Bro-Skos, ha goude se d'ar Balliol College, unan eus skolajoù Oxford, etre 1884 ha 1887. Eno e tarempredas studierien all eus Kembre, e-barzh ar gevredigezh "Dafydd ap Gwilym Society". Goude ur bloavezh e Bro-C'hall e voe anvet da gelenn istor el Lincoln College, en Oxford. Chom a reas eno betek 1907. Er bloavezh-se e voe anvet da Enseller uhelañ ar skolioù evit Kembre. Diouzhtu e strivas evit ma vefe kelennet kembraeg e skolioù ar vro. Skrivañ kalz a rae ivez. Sevel a reas ar c'helaouennoù Cymru e 1891 ha Cymru'r Plant, evit ar vugale, e 1892, evit lakaat an dud da gaout dudi gant danvez Kembre, gant yezh hag istor ar vro.